War goazañ e ya ar paour-kaez kevredigezh keodedel (1). En hon sevenadur hag e pep lec'h ivez.
N'eus ket pell e yae Ofis ar brezhoneg da zDFKS "Diazezadur Foran a Genlabour Sevenadurel" (2). D.l.e. e vo renet gant tud e karg hag a zeuio eus ar rannvro. Gand tud dibabet gant bed sevenadur Breizh ne vo ket ken. Droug er re-se. Aon o deus e yelo o levezon da get.
Ra vo brav d'ar c'hopridi koulskoude ma vo startoc'h o implj. Daoust ma 'z aint da dud e karg.
Bremañ 'm eus klevet e c'hoarvezo un hevelep tra gant Kuzul Sevenadur Breizh (KSB) ha Skol Uhel ar Vro (SUV) (3). Ar re-se a yelo da Guzul Sevenadurel Rannvro Breizh e-kichen Kuzul ar Rannvro (4) ha Kuzul armerzhel ha sokial ar rannvro (KASR) (5)
Tud ar gevredigezh keodedel, petra a soñj dezho ? Daoust hag o deus c'hoant da gregiñ e-barzh gant labour evit ar re-all ? Da skouer da skoazellañ hag harpañ ar re fall o flanedenn, da reiñ dorn dezho p'o deus ezhomm.
P'edon e Bro Danmark em boa lennet disoc'hoù un enklask a c'houlenne se ganto. N'o deus ket c'hoant a respontent. Ar Stad an hini eo, emezo, a dlefe kemer se e karg ! Setu dipitet ar modiern, ur frankizour anezhañ, en doa urzhiet an enklask hag-eñ c'hoant dezhañ koazañ ar Stad, n'eo ket ar gevredigezh keodedel.
Ha me 'm eus aon em bije respontet evel an Daniz-se. Perak emaon o klemm neuze ? :-)
(1) société civile
(2) EPCC e Galleg flour : Etablissement Public de Coopération Culturelle"
(3) Conseil et Institut Culturels de Bretagne
(4) Conseil Régional
(5) Conseil économique et social régional.
Commentaires