Pa oan bihanig, 4-5 bloaz din, e dibenn an eil brezel bed, e oan bet o chom e Kêr An Alre. Eno e oa ma zud o c'hortoz Kêr An Oriant digor. War an dosenn a-dal da Borzh Goustan, e-kichen kouent "le Père éternel", en ti a vez graet dezhañ "le Petit Château", e oa hor rann-di. Da skol-vamm ledanezed ar gouent ez aen.
Ha me bremañ, pa zeuan d'An Alre, o klenkañ ma c'harr alies er parking e-tal chapel ar gouent. Sachet ma evezh gant ur skritellad ouzh moger homañ hag a lavar : amañ oa roet lañs da urzh frered ar skolioù kristen ur c'hantved hanter zo. Savet din ar c'hoant da visitañ ha serr nor ar chapel bewezh.
Betek ma oa kiniget gweladeg chapelioù Bro An Alre gant ti an douristelezh. Ha me o vont pa oa erru tro chapel ar "Père Éternel."
Ur seurt sal vras eo, savet e-barzh ti-bras ar gouent (er penn pellañ al luc'hskeudenn). Da dennañ selloù eo ar c'hadorioù-chantele, un tregont pe zaou-ugent anezho, bet skizellet gant frered Chartreuse an Alre, e penn all da gêr.
Ul ledanez kozh a oa eno, interesus he displegadennoù. N'emañ ket hec'h urzh o ren skolioù ken. En tud laik int fiziet :
"Ni a ro lañs d'an traoù, emezi, ha pa vezont o vont en dro, e klaskomp tud hag a ray war o zro."
Deut en-dro da di ma mamm e Kêr an Oriant, em boa kontet dezhi.
"C'hwi ne blije ket deoc'h mont d'ar skol-vamm" emezi "Lavaret ho poa din" :
« Ne fell ket din mont d'ar skol ken, mamm, bet on bet staget ouzh ar bank gant seur Hélène !»
"War ar maez e oac'h bet pell o chom" eme ma mamm c'hoazh "ha ne vezec'h ket evit chomel en ho plas !"
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.