N'hellan ket diskouez goloenn al levr deoc'h rak tapet em eus an destenn digoust diwar lec'hienn Andrev ar Merser : Embannaduriou an Hirwaz.
"Ar marc'h reizh" (*) a ra soñjal e "Marc'h al lorc'h"digant Per-Jakez Helias. Hag a-ratozh e voe dibabet an titl-se gant Visant Seite. Ar marc'h reizh a c'hell an den fiziañ anezhañ dinec'h er vugale. Disheñvel eo diouzh marc'h al lorc'h evel spered Bro Leon, Bro Visant Seite, diouzh spered Bro Vigouden. Eñvorioù e vugaleaj a gont saver al levr, en atant e dud e Bourk Kleder, er bloavezhioù war-dro ar brezel 14.
Ur bugaleaj eurus e oa : "Va zud ne oant ket pinvidig. Beva 'reent diwar nebeud a dra, a-forz da labourad ha da espern. Med ni en em gave eüruz daoust ma veze tano an amann war or bara. An disterra tra a ree plijadur deom. An disterra c'hoariell a veze a-walh d'or hontanti. Daou wennegad bonboniou da zul on lakee laouen. Ne houlennem ket muioh. An oll vugale en-dro deom a oa evel-se. " Evit gwir e oa lakaet diaes ar paotrig gant ar Galleg er skol. Mes "stress" ebet warnañ da zont a-benn d'e studi. Pa wel e dad emañ war-bouez c'hwitañ war e "zantifikad" e kinnig dezhañ chom er gêr d'e sikour. "Ma ne oan ket re fall war ar skrivadennou (dictées) e chomen boud aliez war ar "problemou". Marteze eo ablamour ne gomprenen ket mad a-walh ar galleg. "Hag-eñ en e vleud gant al labour douar ha al labourioù-dorn : "Evel ma veze lavaret din : eun dén dornet mad e oan. Plijoud a ree din kalz ober ar halvez, ar mañsoner, ar jardiner... "
Setu taolennet deomp al labourioù hag an darvoudoù douar d'an amzer ma oa kaset pep tra en dro dre nerzh an dud pe hini ar c'hezeg. Alies e veze meur a zen hag a loen a-gevred war an dachenn. Deg den kichen-ha-kichen da falc'hañ ar foenn. Ha div wech un eizh a gezeg da lakaat "manej" an dornerez da dreiñ. Ret neuze d'an amezeien en em skoazell gozik hep ehan.
Feiz ha Breizh
Ar relijion a rene war ar vuhez. Lennet e veze Buhez ar Sent ha lavaret paterioù bemdez da noz, bodet an tiegezh en-dro d'ar vamm. Sin ar groaz a veze penn-kentañ da bep labour a bouez. Da sul, oferenn-bred er beure ha gousperoù en abardez. Mes festus a-walc'h eo lidoù an Iliz. Ar paotr Visant a blij dezhañ, ken a ra, "ton krampouezh gwinizh" ar gouelioù bras ha dreist-holl ar c'hantikoù e brezhoneg a veze kanet a-bouez-penn gantañ ha gant ar vugale-all bodet stank en-dro d'ar c'heur. Gouzout a rit moarvat e yelo VS da frer. Klevet en doa galv Doue, emezañ. Me a garje en dije lavaret un tammig muioc'h diwar-benn doareoù ar galv-se a zo klevet pe selaouet gant nebeutoc'h-nebeut a dud.A-viskoaz eo bet tomm ar Brezhoneg d'e galon. E krennard e skrive e dammig barzhoniezh e kuzh e skolaj ar frered (**). Un tamm mat eus e amzer e ouestlo d'hor yezh. Homañ a zo merket alies el levr-mañ he flas e doareoù an amzer gwechall. Gant he diskar e ya da get ur bed a-bezh, sonet e c'hlasoù gant ar mevel kozh : "Visantig .. O ! O ! Kollet eo bremañ ar vro-mañ gant ar galleg."
(*) "Ar marh reiz" e skolveuriek(**) Hag e gwerzennoù, en ur skrid all, "Saig ha me" e ditl, eo kontet e vugaleaj adarre gantañ dre e vignoniezh e-keñver Saig. Hemañ, kriz e blanedenn, a yelo da anaon e barr e yaouankiz en e ugent vloaz. Kavet e vo ivez en Embannaduriou an Hirwaz.
Commentaires