Emaon o lenn "Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh" gant Roparz Hemon. (*) Unan eus ar pennadoù eo "Ar vroadelezh hag ar stad" e ditl. P'emañ Sarkozy o klask kas en dro an diviz diwar-benn identitelezh broad Frañs, setu me lakaet ranell.
Hervez RH ar stad a zo he fal kentañ derc'hel ar galloud. Rak-se he devez ezhomm atav un dra bennak da vodañ an dud dindan he beli. Pa ned a ket ur meizad en-dro ken e vez kemeret unan all ganti.
Setu un tammig eus pezh a lavar Roparz Hemon :
"Ar Rener, ar rummad-rouanez, setu kreizenn ar Stad gwechall ; ar Rener hervez al Lezenn, ar Rener hervez Doue, ma c'halle en em vodañ en-dro dezhañ pobloù disheñvel hep bezañ e riskl da goll o broadelezh... Ha mar deus e-barzh ar Stad un elfenn all a unvaniezh, n'eo ket ar vroadelezh eo, hogen kentoc'h ar Gredenn.
...
E dibenn an triwec'hvet kantved, gant derou beli ar bobl, emañ lakaet ar vroadelezh da ziazez ar Stad. Er Stadoù-Unanet, e Bro-C'hall da gentañ. Un tamm dre-holl goude se.
...
Ezhommoù ar C'henwerzh hag an Ijinerezh : Pinvidigezh. Sklaeroc'h-sklaerañ e teu bemdez e vo ger-stur nevez ar Stad. Adal ar c'hantved diwezhañ emeur douget da anavezout pouez ar Binvidigezh war vuhez an den hag ar Stadoù.
...
Ne voe nemet tamm-ha-tamm ma teuas e penn un nebeut tud e c'halle ur Stad bevañ hep d'an holl annezerien kaout un hevelep Kredenn.
...
Ken diaes all da veizañ ha m'eo hiziv dimp meizañ e c'hell tud o komz yezhoù disheñvel, bevañ kichen-ha-kichen ha kenlabourat da vererezh ar Stad
... en hevelep doare ma voe Dihun ar Feiz, da amzer an Disivoud, pennabeg da zisrannerezh ar Stad diouzh ar Gredenn, goude bezañ startaet evit ur mare o liammoù, e vo, gwirheñvel eo, Dihun ar Vroadelezh en naontekvet kantved, goude bezañ startaet al liammoù etre ar Vroadelezh hag ar Stad, pennabeg d'o disrannerezh."
Hep mar na marteze eo mennet stad-vroad-Frañs da blediñ muioc'h-mui gant hor "pinvidigezh". Ha setu ar G20 ivez oc'h ober dreist-holl war-dro an ekonomiezh. Gwelet eo ivez eo mennet Barack Obama d'ober da ouarnamant Stadoù-Unanet plediñ gant arc'hantiñ yec'hed an Amerikaned.
E Kopenhag e oa dalc'het ken start stadoù zo gant preder an armerzh ken n'o doa ket graet war dro hini nevez an endro evel ma vije dleet dezho.(*) Ur renabl eus pennadoù bet skrivet gantañ er bloavezhioù 25-30 e "Breiz Atao" pe "Gwalarn" eo.
Dastumet int bet en ul levr bet embannet e 1972 gant Al Liamm. Boued spered e-leizh ez eus e-barzh. Brav e vije bezañ bremañ un hevelep soñjour hag a skrivje en hor yezh.
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.