Meur a rannad eus sevenadur ur bobl a zo studiet : al lennegezh, ar c'hoariva, ar yezh, an istor ... ha me oar me ...Re liesseurt an danvez d'ober ur c'hrennad anezhañ.
A-hed ar pemp bloaz ma oa skrivet ar pennadoù bet embannet eo bet kemmet krenn gant Roparz Hemon e respont d'ar goulenn-mañ : dre be hent dihuniñ Broad Vreizh ? Setu pezh a lavar a-zivout-se :
"Pa'm eus savet « Gwalarn » e kave din ne oa nemet un dra hepken a rae diouer d'ar brezhoneg : ul lennegezh. Ma vije roet da Vreizh ul lennegezh vras en he yezh, e teuje buan, a greden, d'he c'harout ha d'he azaoueziñ, ha lakaat ar yezh en he sav-plom ne vije nemet ur c'hoari. Klaskomp sevel ul lennegezh, hag ar peurrest a vo tizhet hep poan na tregas."
Ya ! Met hep buhez, lennegezh ebet :"Ar vuhez a dle magañ al lennegezh. Hogen peseurt lennegezh a c'hell diwanañ e-lec'h n'eus ket a vuhez ? Brav eo krouiñ ul lennegezh, hogen bravoc'h ha retoc'h krouiñ ur vuhez. Hag hep yezh dereat, hep deskadurezh, hep emskiant vroadel, peseurt buhez a c'hell bezañ en ur vro ?"
Setu dirazañ e labour en dazont :
"N'em eus ket ezhomm ... lavarout e vin mui-ouzh-mui dalc'het gant al labour kevredigezhel, a gemero mui-ouzh-mui a lec'h marteze e « Gwalarn ». Betek an deiz ma vo medet eost kentañ hor striv : ma vo krouet e Breizh ur vuhez speredel, ma kellido diwarni ul lennegezh nevez, disheñvel diouzh an hini a vennen e 1925 kenframmañ en un taol, talvoudusoc'h hep mar, daoust na vo ket bravoc'h."E 1930 e oa bet skrivet al linennoù-se. Adembannet int bet gant Roparz Hemon e-unan e 1972, pa oa en e 72 vloaz. N'ouzon ket hag en deus lavaret e meno diwar-benn ur pal ken diaes da dizhout pa oa aet kozh. En ul lizher en doa skrivet da Vaodez Glandour pa oa tost da fin e vuhez e lavare koulskoude :
"Tud yaouank e-leizh a studi ar brezhoneg bremañ. Hep mar, lod anezho da vihanañ a zalc'ho"
Commentaires