E-kichen kroashent-tro Alesia emaon, o vont da di ar re glañv. En ur zont er-maez eus ehan-lec'h an tren-buzug e taolan ur sell tro-dro din da gavout an davarn glouer ma vo debret meren enni ganin. E kuzh a-dreñv an Hipopotamus emañ.
Brav ar sal. Na modern na kozh. Propr ha net memestra. Tomm livioù al lambruskoù ouzh ar mogerioù. Chichant ken ez eo an ostizez a-dreñv an daol-evañ. Mousc'hoarzh tout e tiskouez ma flas din eno. En ur sell ouzh meuz an devezh, "silzig eus Bro Auvergne", e kav din emaon en unan eus an tavarnioù dalc'het gant hor mignoned eus kreiz Bro C'hall. Hag int ken stank e Pariz.
Pa tostaan ouzh ar c'hef e welan ez eo kinklet gant un dornad pegsunioù : "Stade Rennais", "Saint-Malo" ... hag "Aurillac" ..."Doare d'an ti-mañ da vezañ liammet ouzh Breizh." emezon d'an ostizez, hag hi, mousc'hoarzh tout adarre, lentig marteze, ne lavar ger.
En ur vont kuit e welan kartenn gozh hor bro a-istribilh ouzh ar voger. Hag ur skritell a-us dezhi : "Grit plijadur da Vro Normandi, debrit istr"
Commentaires
Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.