Dre zegouezh e oamp ehanet ma gwreg ha me e NRW digwener da noz o tont eus Bro Danmark. En Eschweiler edo hol leti. Ha ni o vont da glask un davarn da zebriñ koan. War blasenn an iliz en em gavjomp gant ur c'hant a dud en o sav dirak un ostaleri. Hag int o flapiñ hag oc'h evañ o banne .

Ul leurennig a oa bet savet ivez da c'hortoz prezegerien. Warni skeudenn ur paotr yaouank o vont war ar renk gant ar SPD.

E-barzh an davarn, azezet ouzh un daol, un dornad tud war e dro, edo ar paotr. Komzet e oa moarvat eus ar pezh da lavaret tuchantik war al leurennig. Pennoù bras ar parti a oa deuet d'e skoazellañ. Unan anezho am eus gwelet kent er skinwel. Kanad Europa eo marteze.
Evit reiñ skoaz da Vro C'hres, n'on ket sur eo an dra-se a-enep grad vat an dud a welemp . Rak Grek eo an davarn e oant oc'h evañ he bier. Hag al lec'h-se a blij dezho war a seblant. Daoust d'an dister a oa blaz ar mousaka bet debret ganeomp!
Commentaires