En ur bourmen war Gae an Tournelle e Pariz e oan. Erru war ar blasennig-mañ, on en em gavet gant an dra-se.
Da gentañ e kave din e oa paotred ar c'hanioù-skarzh o labour aze dindan douar. O sellet a-dostoc'h, ne oan ket sur ken. Da betra e oa bet lakaet an teir fun-se ? Tri faotr a oa e-kichen o fardañ traoù. Hag unan anezho o tont d'am gaout. Ha me d'ober goap :
- Petra emaoc'h oc'h ober ? Kas oksijenn e-barzh ?- O lakaat ar fibrennoù optikel emaomp. Klevet hoc'h eus diwar o fenn moarvat ?
'M eus ket amzer da respont, ma teu un den taer e zoare :
- Ne chomo ket an dra-se amañ ? emezañ, en ur ziskouez ar glouedig. Hag eñ ostiz an davarn o tigeriñ e stal. War-nes lakaat an taolioù hag ar c'hadorioù war riblenn ar straed emañ.
- Emañ an den-se o tegas an internet tizh braz deoc'h, emezon-me
- Traoù zo a zo kalz pouezusoc'h eget an internet ! eme unan bennak o tont eus a-dreñv ma c'hein, neuz taer warnañ ivez ha doare dezhañ bezañ breur d'egile.
Sabatuet an tamm ac'hanon, e kav din ne vefe ket brav din toullañ kaoz. Setu eñ o telc'her warnon :
- Ar c'hengreadur! Se 'zo kalz pouezusoc'h ! Ne gav ket deoc'h ?
E-keit-se e ya ar gaoz etre paotr ar fibrennoù optikel hag an ostiz:
- Kemennet e oac'h bet, eme an eil- Ne oa ket lavaret e vefe evel-se. M'am bije gouezet em bije lavaret d'am c'hoskor chom er gêr.
Mont a ran gant ar c'hazh da c'horren ma fri ouzh labour an daou baotr all doare dezho kempenn ar fibrennoù. Unan a gav din un tamm, ur milimetr e ziametr, ur pemp neudenn e-barzh.
- Pegement e kasit e-barzh ?- 100 MB
Trugarekaat a ran ha sachañ ma skasoù
Ur pennadig goude e teu ar raneller zo ac'hanon en-dro war-hed taol d'ober ur sell a-guzh. Deuet an ostiz a-benn da gas kuit ar glouedig diwar dro e leurenn. Hag eñ o lakaat taol ha kadorioù en he flas. Prest eo an traoù da zegemer mat an douristed !
Les commentaires récents