Al listenn-mañ zo bet savet gant kevredigezh an droadeien(*) eus Bro-Danmark, studiet ganti ar gwall zarvoudoù maz eus bet lazhet troadeien.
1) Kerzhit gant ribloù an hentoù... Paz eus anezhe.
2) ... Petramant kerzhit gant tuioù kleiz an hentoù.
3) Un tamm fluo pe ur c'houlaouenn a vo ganeoc'h pa vezo teñval.
4) Arabat mont a-drek ar gweturajoù o vont war a-dreñv.
5) Arabat dont war an hentoù ken na vo aet kuit ar busoù.
6) Bezit war evezh en treuzennoù-troadeg.
7) Diwallit ouzh ar c'hirri-boutin hag ouzh ar c'hirri-samm dreist-holl.
8) Arabat dont war an hentoù d'ar red.
9) Mard oc'h senior emaoc'h muioc'h war var.
10) Deskit reolennoù an tremenerezh d'ho pugale. Bezit c'hwi hoc'h-unan ur skouer vat.
E Bro-Danmark e ra ar re zo war o leve 1/3 eus ar re lazhet. 66% eus ar gwall zarvoudoù a zegouezh en hanter-vloaz ar goañv.
(*) ar re a ya war droad.
Les commentaires récents