Diriaou ar sizhun a zeu e vo votadeg e Bro Danmark. Anvet e vo ar Folketing evel ma vez graet eus ar parlamant eno. Setu ma vez lakaet poltredoù eus ar re war ar renk war wel e pep lec'h. E Frañs e vezont peget ouzh mogerioù. Er vro-mañ e vezont staget ouzh ar postoù-gouloù. Emañ an daou-mañ e-kichen aerborzh Kopenhag. Ha gwelet 'm eus re ar plac'h ouzh kasi pep post war ar straed. D'ober un tamm barzhoniezh e ro tro a-wechoù : glaz ha ruz eo livioù an dou du.
Ar minister kentañ an hini a zibab deiziad ar voterezh. Evel e Breizh-Veur. A-greiz-holl e vez kemennet. Ha neuze bec'h d'ar postoù! Da dapout ar re a zo darempred en o zro. Pa ne vez ket plas a-walc'h, koulskoude, e vez lakaet poltredoù eus meur a zen war ar memes post. Red d'an den pignat neuze.
Commentaires