War an dachenn berniañ dilerc'hioù emaon war-bouez diskargañ ma dilerc'hioù strud. Teuler a ran ur sell ouzh ar paotr doare dezhañ bezañ e karg eus al lec'h. Anavezout a ran anezhañ. E-karg e oa bet e-pad ur pennad mat e Kêr ..., homañ e kreiz an douaroù. Amañ emaomp war an aod, un deg km bennag ac'hano, e-touez an douristed hag ar "c'holden-retretidi".
- "Anavezout a ran ac'hanoc'h" emezon "C'hwi an hini eo a oa e karg e ..."
- "Ya" emezañ
- "Ha penaoz emañ kont amañ ?"
- "Bravoc'h e oa eno ..."
- "Amañ e vez amsent an dud ?"
- "Ya ! "
- "Setu e oa ezhomm eus un den a skiant-prenet."
- "Ya evel-just"
Commentaires