Graet eilennoù d'am alc'hwezioù-ti prim ha prim gant ar mekanik bihan a zo gantañ. N'hall ket dresañ ma alc'hwez karr-tan avat.
- "Kit 'ta da balier Leclerc e Gwened. Eno e c'hallo ma c'heneiler cheñch e grogennig d'hoc'h alc'hwez. Ne vo ket ret eilañ anezhañ." emezañ. "Me n'eus ket ar peadra ganin evit ober se. Goulennet e vez ar servij-se diganin ur wech bennak bemdez koulskoude. Med ne fell ket din postiñ arc'hant er stal ken. E soñj mont war ma leve emaon. 62 vloaz on."
- "En oad-se e oan ivez pa oan aet da retredet", emezon-me
-"War var emaon memestra. Penaos e vo abuset ma amzer ganin pa vin war ma leve? Emaon o soñj e mignoned din: n'eo ket brav dezho a gav din."
- "Ma n'ho peus raktres ebet..." emezon-me.
Troc'het eo ma c'haoz din. An dud a vez o klemm, ne vezont ket o klask ali. Ankouaet an dra-se ganin ur wech ouzhpenn.
- "Bremañ, pa'm bez amzer vak e vezan o velbetat un dra bennag em zi."
Pezh n'eo ket gwall zisheñvel diouzh ar pezh e vez oc'h ober amañ evel-just.
Ha me o lavaret:
- "An den, pa vez o telc'her ar seurt stal, e rank plijout ar mekanik dezhañ".
- "Ur mekaniker on. Desket ar vicher ganin en Aerlu. Setu, aet on dija war ma leve" emezañ en ur mousc'hoarzin. Hag eñv o kontañ din pegen brav e oa dezhañ en Aerlu gant ar beajoù.
- "Gant ar stalig-mañ, n'ho pez ket kalz a amzer vak marteze?"
- "N'eo ket ken fall-se: serriñ a ran pa'm bez c'hoant, gozig. Ret din delc'her kont eus ar stalioù all memestra. Rak n'eo ket forzh peseurt stal a zo amañ er palier. Dibabet int bet."
Commentaires