Monet a ra an dud niverus d'e welet èl ma raont en hor bro evit Beg ar Raz.
Penn pellañ Bro Danmark en hanter-noz eo e-lec'h Penn ar Bed. Traezh a zo e-lec'h gran-maen.
"Grenen" a ra an Daniz anezhañ. Ur ger hag a dalv kement ha "barr ur wezenn".
(Trugarez da Erik Christensen)
Ema ret d'an douristed lezel o c'hirri er parking ur c'hilometr a-raog. Hag int àr droad dre an tevenn hag hed-a-hed d'an draezhenn. Ar re n'o deus ket c'hoant da vale pe n'hellont ket a vez douget en ur seurt bus tennet get un trakteur, a vez graet "morvuzhug"(*) anezhoñ.
(Trugarez da Alan Gore)
E welet steudad ar gerzhourion e soñjan e perc'hindourion. Daniz a ziskouezh bout al lod vrasañ anezhe. "Amañ emañ penn-pellañ hor bro" e soñjont a dra sur a pa raont un tamm arsav àr vegig an draezhenn.
(trugarez da milehuset)
Et c'hornad-bro-mañ en-dro da Gêr Skagen, er blevezhioù 1900, e oa tolpet livourion hag a zo daet da voud brudet mat. Lod ag o zaolennoù a zo bet livet àr an draezhenn-mañ. Honnezh en o zouez:
(Krøyer : goubannwel en hañv, trugarez da Mia Felgelson )
Meur a hani ag ar livourion-se a oa bet e Bro-C'hall é klask brud. Hag int ivez e Breizh a oa anavet en o mesk d'ar c'houlz-se. Setu-ni é welet un daolenn bennak ag hor bro-ni, a gostez Cancale, en diskouezadeg mirdi Skagen. N'heller ket o gwelet àr al lec'hienn siwazh.
(*) arenicola marina pe " ver de sable ". Sandormen e daneg.
Les commentaires récents