Setu-eñ o tegouezh gant e varc'h-houarn, mall warnañ. E-lec'h kenklañ e velo en e sav, harp ouzh ar voger pe ouzh bord ar ribl, e taol anezhañ war an douar. Ha mont tre diouzhtu en ur redek e-barzh ar varaerezh-saloñs-te. Etre taolioù ar saloñs-te hag ar gweturioù klenk war ar ru, a-hed ar ribl, n'eus plas ebet d'an dud war droad da dremen hep ober ur gammed dreist ar machin.
Dont a ra er-maez en ur redek adarre. Ha mont e-biou ha diouzhtu tre e-barzh ar Franprix e-kichenn.
Tremen a raio un deg munutenn bennag. Hag un deg bennag a dremenerien ivez. An darn vrasañ anezho a c'horreka o bale, ha neuze ur gammed dreist ar bern houarn ha setu tout. Unan bennag anezho, neuz ar souezh warno, a bar warnomp. Ha ni, diazezet mat en hor c'hadorioù, a chom diseblant : n'eus netra emaomp e soñj ober.
Ur vaouez a zegouezh, a-gevred gand he fried. Chom a ra a-sav ha parañ he daoulagad war bep hini ac'hanomp. Komprenn a ra n'eo kiriek den ac'hanomp. Ha n'eus den e-barzh ar stal. Setu-hi kuit gant keuz.
Setu matezh ar stal o tont, plac'h yaouank chichant anezhi, ur bladennad ganti war he daouarn. Chom a ra a-sav ur pennadig dirak al luziaj, ha distreiñ da servijañ unan, diluz an hent etrezek ennañ. Dont a ra en-dro koulskoude ha neuze ur gammed kran dreist ar velo brein (ho tigarez Decathlon!)
Pa zifluk ar paotr yaouank er-maez eus ar Franprix, ne daol sell ebet warnomp. E bakad gantañ en e zorn kleiz e krog en e varc'h gant e zorn all. Hag eñ kuit en ur redek, war-lerc'h ur mignon dezhañ, mall warno o-daou.
Les commentaires récents