N'hellan ket diskouez goloenn al levr deoc'h rak tapet em eus an destenn digoust diwar lec'hienn Andrev ar Merser : Embannaduriou an Hirwaz.
"Ar marc'h reizh" (*) a ra soñjal e "Marc'h al lorc'h"digant Per-Jakez Helias. Hag a-ratozh e voe dibabet an titl-se gant Visant Seite. Ar marc'h reizh a c'hell an den fiziañ anezhañ dinec'h er vugale. Disheñvel eo diouzh marc'h al lorc'h evel spered Bro Leon, Bro Visant Seite, diouzh spered Bro Vigouden. Eñvorioù e vugaleaj a gont saver al levr, en atant e dud e Bourk Kleder, er bloavezhioù war-dro ar brezel 14.
Ur bugaleaj eurus e oa : "Va zud ne oant ket pinvidig. Beva 'reent diwar nebeud a dra, a-forz da labourad ha da espern. Med ni en em gave eüruz daoust ma veze tano an amann war or bara. An disterra tra a ree plijadur deom. An disterra c'hoariell a veze a-walh d'or hontanti. Daou wennegad bonboniou da zul on lakee laouen. Ne houlennem ket muioh. An oll vugale en-dro deom a oa evel-se. " Evit gwir e oa lakaet diaes ar paotrig gant ar Galleg er skol. Mes "stress" ebet warnañ da zont a-benn d'e studi. Pa wel e dad emañ war-bouez c'hwitañ war e "zantifikad" e kinnig dezhañ chom er gêr d'e sikour. "Ma ne oan ket re fall war ar skrivadennou (dictées) e chomen boud aliez war ar "problemou". Marteze eo ablamour ne gomprenen ket mad a-walh ar galleg. "Setu taolennet deomp al labourioù hag an darvoudoù douar d'an amzer ma oa kaset pep tra en dro dre nerzh an dud pe hini ar c'hezeg. Alies e veze meur a zen hag a loen a-gevred war an dachenn. Deg den kichen-ha-kichen da falc'hañ ar foenn. Ha div wech un eizh a gezeg da lakaat "manej" an dornerez da dreiñ. Ret neuze d'an amezeien en em skoazell gozik hep ehan.
Feiz ha Breizh
Ar relijion a rene war ar vuhez. Lennet e veze Buhez ar Sent ha lavaret paterioù bemdez da noz, bodet an tiegezh en-dro d'ar vamm. Sin ar groaz a veze penn-kentañ da bep labour a bouez. Da sul, oferenn-bred er beure ha gousperoù en abardez. Mes festus a-walc'h eo lidoù an Iliz. Ar paotr Visant a blij dezhañ, ken a ra, "ton krampouezh gwinizh" ar gouelioù bras ha dreist-holl ar c'hantikoù e brezhoneg a veze kanet a-bouez-penn gantañ ha gant ar vugale-all bodet stank en-dro d'ar c'heur. Gouzout a rit moarvat e yelo VS da frer. Klevet en doa galv Doue, emezañ. Me a garje en dije lavaret un tammig muioc'h diwar-benn doareoù ar galv-se a zo klevet pe selaouet gant nebeutoc'h-nebeut a dud.A-viskoaz eo bet tomm ar Brezhoneg d'e galon. E krennard e skrive e dammig barzhoniezh e kuzh e skolaj ar frered (**). Un tamm mat eus e amzer e ouestlo d'hor yezh. Homañ a zo merket alies el levr-mañ he flas e doareoù an amzer gwechall. Gant he diskar e ya da get ur bed a-bezh, sonet e c'hlasoù gant ar mevel kozh : "Visantig .. O ! O ! Kollet eo bremañ ar vro-mañ gant ar galleg."
(*) "Ar marh reiz" e skolveuriek16/12/2009 dans levrioù | Lien permanent | Commentaires (0)
04/05/2009 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)
O vont emaoc'h gant ribl ar ruioù abaoe ur pennad mat hag arru sanket don en ho soñjoù, luskellet maz oc'h gant ho pale. A-greiz-holl oc'h dishorellet gant harzhadenn ur c'hi o tarzhañ a-ziadreñv kloued ul liorzh pe brenestr un ti. Ha tapet krog ennoc'h fulor ha c'hoant da frikañ al loen.
Hag ur pennadig goude e teu d'ho spered n'eo ket eñ a zo kaoz. E vistri an hini o deus lakaet anezhañ amañ hag eñ desavet fall ganto. Nemet e vefent laouen e vo harzhet gantañ ouzh kement den o tremen e-biou d'o zi.
Ha pa viot oc'h ober ho tro-bale war ar maez gant ho MTB (marc'h-houarn treuz bro) e vo redet war ho lerc'h evel pa vijec'h paotr al lizheroù ! Un deiz ma oan oc'h ober ma zro dre wenojennoù Sant Filberzh ha m'em boa bet aon e yafe kof ma gar gant ur penn tign, e oan en em gavet gant ur MTBour eus ar vro :
- meur a wech hon devez d'ober gant ar seurt-se, emezañ
- ha petra vez graet ganeoc'h neuze ?
- ni a youc'h uheloc'h egeto !
Un deiz all e oan e korn-bro Lyon, gant ma mab. Ha ni o vont dre ar maezioù gant hor c'hKTB. A-greiz hon tro-vale e lavar din :
- un tammig pelloc'h, en deiz all, e oa bet stanket ma hent din gant daou c'hi. Hag int o harzhal ouzhin betek ma voent galvet gant o ferc'henn. Mar karez e vo aet gant ur wenojenn all.
Ha me n'em eus ket c'hoant da ziskouez d'am mab e vijen aonik, evel-just. Setu ni harzet dizale gant ar chas. A-geñver d'ur greizenn-gezeg emaomp. Gortoz a reomp, hon troad war an douar. A-benn ur vunutenn bennak ez eont kuit. Seurt zo a gav dezho o deus droed da harzañ an dreminidi war a seblant !
Ba Jules Gros benniget e vez lavaret : "ar chas na harzhont ket a grog"! Daoust hag e c'heller lavaret ivez : "ar chas a harzh ne grogont ket" ?
N'eo ket evel-se e pep lec'h. Bet e oan gant tro-vale tud Tro Breiz e Bro Gembre. Arru oa diwezh hon tro hag ur paotr o lavaret :
- setu-ni n'hon eus klevet harzhadenn digant ki ebet c'hoazh. Pezh zo ken torr-revr e Breizh.
A-wechoù e vez tud chichant e-touez perc'henned ar seurt chas memestra. Soñj 'm eus eus amezeien a oa o c'hi o harzhal a veure da noz, bemdez Doue. E greanterezh an eoul maen e oa ar gwaz o labour. En estrenvro e oant bet o chom en ul lec'h ma ne oa ket gwall vat an diogel. Hag int deuet en-dro e Frañs gant ar c'hi o doa bet eno. Hag hennezh da gendelc'her gant e vicher a viskoaz. Gant ar gordenn e oa staget outi n'halle ket mont betek garzh al liorzh. Ur metr a chome, plas awalc'h d'ar chas all da dremen a-rez d'e fri. Kalzik anezho a dlefe mont e giz-se rak treset mat e oa ar wenojenn ganto !
02/01/2009 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (1)
Kavet an toullad skeudennoù-mañ en ur surfañ war Flickr. Eus un ti e Sao Paolo ez eus anv war a seblant. Hag eñ interesant ar savouriez anezhañ. Bretagne a vez graet dioutañ. Marteze ez ouzit Portugaleg hag e roiot deomp da gompren an istor.
15/11/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (2)
13/11/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)
Pa oan bihanig, 4-5 bloaz din, e dibenn an eil brezel bed, e oan bet o chom e Kêr An Alre. Eno e oa ma zud o c'hortoz Kêr An Oriant digor. War an dosenn a-dal da Borzh Goustan, e-kichen kouent "le Père éternel", en ti a vez graet dezhañ "le Petit Château", e oa hor rann-di. Da skol-vamm ledanezed ar gouent ez aen.
Ha me bremañ, pa zeuan d'An Alre, o klenkañ ma c'harr alies er parking e-tal chapel ar gouent. Sachet ma evezh gant ur skritellad ouzh moger homañ hag a lavar : amañ oa roet lañs da urzh frered ar skolioù kristen ur c'hantved hanter zo. Savet din ar c'hoant da visitañ ha serr nor ar chapel bewezh.
Betek ma oa kiniget gweladeg chapelioù Bro An Alre gant ti an douristelezh. Ha me o vont pa oa erru tro chapel ar "Père Éternel."
Ur seurt sal vras eo, savet e-barzh ti-bras ar gouent (er penn pellañ al luc'hskeudenn). Da dennañ selloù eo ar c'hadorioù-chantele, un tregont pe zaou-ugent anezho, bet skizellet gant frered Chartreuse an Alre, e penn all da gêr.
Ul ledanez kozh a oa eno, interesus he displegadennoù. N'emañ ket hec'h urzh o ren skolioù ken. En tud laik int fiziet :
"Ni a ro lañs d'an traoù, emezi, ha pa vezont o vont en dro, e klaskomp tud hag a ray war o zro."
Deut en-dro da di ma mamm e Kêr an Oriant, em boa kontet dezhi.
"C'hwi ne blije ket deoc'h mont d'ar skol-vamm" emezi "Lavaret ho poa din" :
« Ne fell ket din mont d'ar skol ken, mamm, bet on bet staget ouzh ar bank gant seur Hélène !»
"War ar maez e oac'h bet pell o chom" eme ma mamm c'hoazh "ha ne vezec'h ket evit chomel en ho plas !"
10/11/2008 dans a bep seurt | Lien permanent | Commentaires (0)
Liamm: Prix Architecture Bretagne 2008.
(Klikit war ar skeudenn-mañ d'he brasaat ha war al liamm a-us da welet pep tra)
Priz ti-savouriezh Breizh a oa roet disadorn e Kêr an Oriant, e-lec'h edon evit an deizioù. Tro din da vont da deuler ur sell. Ne oan ket evit chom betek penn siwazh. Edon o weladenniñ ma mamm, ha hi kozh-Noe. Amzer din memestra da glevet ar prezegennoù-digeriñ ha da welet ul lodig eus ar diaporama dispar a oa staliet.
C'hoant en deus an aotroù Jacques Gefflot, Prezident Ti an ti-savouriezh Breizh, e "skino" hon ti-savouriezh e-maez ar vro. Setu "cheñchet bazh war an taboulin" evit a sell tud ar jury. Bremañ e teuio ar juryad a-bezh eus diavaez Breizh. Ha ti-savourerien an hanter anezho hepken. Un ti-savour a vo eus ar prezident memestra . Ha div vouezh dezhañ. Setu ar gwir gant an dud a vicher ... gant ma chomint a-unan.
Hag emañ brud ar priz o vont war gresk. E Breizh d'an nebeutañ. Er bloaz-mañ ez eus bet un 200 den pe skipailh o kinnig o raktresoù e 6 rummad. 43 anezho zo bet nominet.
Aterseet e oa bet an aotroù Gefflot gant OF. Hag eñ o lavaret en deus keuz d'an takadoù labourerezh (kenwerzherezh, greanterezh ha m.o.m...) a vez divalav ken e vezont. Emañ ar gwir gantañ. An Oriant da skouer a zo divalav-mezh hec'h hini. Saotret ar gweledva a-hed ar gourhent a Henbont da stêr Skorf gantañ. Ha moïen zo d'ober gwell evel ma vez diskouezet gant hini Guer (56). Evel ul liorzh eo kempennet hennezh, emezañ. Ha savet zo bet an difrae "Bretagne Qualiparc" gant ar Rannvro abaoe 6 vloaz dija :
30/10/2008 dans cheñchamant a deu er bed | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires récents