Emañ ar paotr o foetañ bro en Afrika e anv e fondasioñ, bet savet gantañ a-nevez. Dec'h 'm boa klevet anezhañ en TV o tibun he falioù.
Emañ ar sikour d'ar yezhoù-rannvro en o zouez ! Peadra d'an den da chom
war e gement-all. Ha darn eus ar gudenn e Frañs e oa Chirac pa oa
prezidant. Darn eus an diskoulm ne oa ket.
Daoust hag-eñ en deus
cheñchet Jakez penn d'ar vazh ?
Ur bloaz bennak zo, e oamp o veajiñ er "Vro-C'hlas" (Groenland). Tennet
e oa ma sell gant ur pennad en ur gazetenn eus ar vro. Kontet e oa beaj
dileuridi an Inuited e Frañs. Degemeret e oant gant Chirac e Palez an
Elize. Bodet e oa pobloù bihan-all ganto war an dro, da-geñver ur
c'hendalc'h anezho. Entanet e oant. Ha setu divizet gant ar Vro-C'hlasiz
pediñ anezhañ da visitañ o bro.
Peorion-kaezh Inuited, ma vije bet ho pro dindan gouarnamant Frañs
e-lec'h Danmark, daoust hag ho yezh a vije o vont war-raok adarre evel
emañ bremañ...
Les commentaires récents